25/12/2013

Nedeleg laouen !!

Nedeleg laouen d'an holl war Radio Kerne !

Setu abadenn Deomp De'i gouestlet da Nedeleg

Lizheroù ar vugale a vo klevet hag ivez an Tad Nedeleg deuet betek ar radio da saludiñ ac'hanomp. Ur rekipe saourus a zo da gaout hag ur gontadenn burzhudus.

Selaouit an abadenn en-dro amañ

Plijadur deoc'h !

Katell ha Morgane



20/12/2013

Lizhiri Nedeleg

Mil bennozh d'an holl re o deus kaset deomp o lizhiri d'an Tad Nedeleg.

Lennet e vint holl dimerc'her en abadenn Deomp De'i ha sur e vint klevet gant ar paotr barvek.

Souezhadennoù a vo da glevet en abadenn, dav chom war evezh !

Setu amañ dindan al lizheroù bet resevet ganeomp. Bep a brof a vo kaset d'ar re o deus skrivet.

Mersi bras neuze da Riwana, Tudual, Koulma, Camille, Aelig, Malo, Armel, Efflam, Mona, Milian, Ael, Jade, Mona, Soen ha Hugo !




Boulom kozh An Nedeleg,
Daou vreur ha div c'hoar eh omp : Riwana, 12 vlez hanter, Meriadeg, 10 vlez, Tudual 7 vlez ha Koulma 3 blez hanter. En ho kortoz eh omp get mall kar hiraezh hon eus da gaout ar profoù-mañ : ur blankenn surf evit Riwana, ur c'hastell lego evit ar baotred hag ur familh Barbi evit Koulma. Labouret mat hon eus er skol, bet hon eus bet ar rentiñ-kont notennoù hag evezhiadennoù mat 'zo bet. Pokoù bras deoc'h ha get ar blijadur d'ho kwelet. E ti hon tud-kozh e vimp noziad an Nedeleg. Joa




Aotrou Tad Nedeleg,

C’hoant m’eus evit  Nedeleg  ur poull-neuial braz en ma jardin evit kemer an amzer hag evit neuial, ur 
jardin brav evel hini ur roué peogwir brave o, un TNI( taolenn numerik), ur zoo barzh ma jardin.

Ken vioc’h linnet

Aelig



Tad Nedeleg,



Fur on bet e pad tout ar bloavezh ha bremañ eo tost fin ar bloaz, neuze Nedeleg, ha da Nedeleg e vez kaset profoù ganeoc' h. Neuze ' m eus c' hoant profoù :
paperioù canson a- bep seurt evit tresañ, ur geriadur brezhoneg- galleg hag un oto pellgemenned .


Trugarez vras !





Malo


                         Aotrou Tad Nedeleg,

Da Nedeleg plijout a rafe din kaout:
-ur volotenn melldroad eus ur c'hleub,
-romantoù
-ur vouest kapla
-ur Monopoly
                           Trugarez.Kenavo.
                          
                              Armel 




Aotrou Tad Nedeleg,

Seven ha fur omp bet, me hag Ael (war-bouez un nebeut devezhioù) e-pad tout ar bloaz. Neuze, evit Nedeleg hor befe c'hoant un naer mor hag ur « yeti » evit ober aon d'an dud ne blijont ket deomp (memes ma n'eus ket kalz a dud evel-se). C'hoant hor befe ivez ur c'harr-boutin nemet deomp evit nompas bale betek ar skol pe goulenn da tadig ha mammig kas ac'hanomp a-bep tu.

Ken vioc'h lennet

Milian hag Ael



                         Aotrou Tad Nedeleg,

Sioul on bet er bloavezh man, neuze, plijout arafe din kaout:


Ur c'hreion burzhudus evit nompas ober fazioù.
Ur veaj e Tahiti peogwir brav eo.
Farsoù peogwir plij a ra din c'hoarzhin.
Hag ur poull-neuiall prevez evit neuiall kalz.
                              

                              Trugarez dit.
                           
                                         Mona 









11/12/2013

Lizhiri d'an tad Nedeleg

Kasit deomp ho lizhiri d'an tad Nedeleg !!




Lenn a rimp anezho en abadenn Deomp De'i gouestlet da Nedeleg d'ar Merc'her 25 a viz Kerzu. E-giz-se e c'hello an tad Nedeleg klevet ar pezh a fell deoc'h kaout !



Pep hini ac'hanoc'h o kas deomp e lizher a resevo ur prof a-berzh Deomp De'i.


Kas e lizher a-raok an 20 a viz Kerzu (amzer d'an tad Nedeleg prientiñ ar profoù) da deompdei@gmail.com hag ouzhpennañ e anv, e oad hag e chomlec'h.




Setu amañ lizher Katell d'an tad Nedeleg...



Tadig-kozh Nedeleg,

Da gentañ tout, Nedeleg Laouen dit.

Fur on bet ar bloaz-mañ ha kresket on kalz. Gwir eo on bet un tammig drouk gant Morgane met prometiñ 'ran dit bezañ jentil.

Mar-plij, kas din ur bern profoù ! C'hoant 'm efe kaout, un oto nevez, ur c'hazhig, un nanarzh bras divent, ur pellgomzet hezoug deus ar c'hiz... Ma 'z eo berr ar weneienn ganit ar bloaz-mañ e c'hellez just profañ din yerc'hed ha karantez evit holl ma familh ha ma mignoned.

Trugarez dit Tadig-kozh Nedeleg, ha diwall gant da stlej, lar d'ar c'hirvi-erc'h mont dousig evit chom hep bezañ flashet gant ar radarioù.

Kavout a ri ul loer e-kichen ar wezenn-sapr.


Pokoù start,

Katell


Ps : M'eus aon eo bet stanket ar siminal setu ma 'zeuez ket a-benn da ziskenn dre aze, deus dre an nor pe ar prenestr.



Gwastellenn Arzhig du


Setu un abadenn nevez kinniget deoc'h 
gant Katell ha Morgane !


Atersadenn : Arzhig Du troet e brezhoneg

Sonerezh : U2






Selaouit an abadenn en-dro amañ



C'HOARI !!!

"Petra eo anv Arzhig Du e galleg ?"


(Respontit d'ar c'hoari o lezel ur gemennadenn dindan ar pennad-mañ pe o kas ur postell deomp gant ho  anv, ho chomlec'h hag ho oad deompdei@gmail.com)

Da c'hounit en dro-mañ : peg-sunioù Deomp de'i + levrioù "Debr da soubenn 'ta Idris" + "Tom e galon piket"









Chañs vat deoc'h !!!

27/11/2013

Ar Fobal - Merc'her 27 a viz Du



Setu un abadenn nevez kinniget deoc'h gant Katell, Morgane ha Marianne !


Atersadenn : Titouan, c'hoarier fobal e Bear

Sonerezh : Imagine dragons






Selaouit an abadenn en-dro amañ



C'HOARI !!!

"Piv en deus gounezet ar volotenn aour peder gwezh diouzh renk e 2009, 2010, 2011 ha 2012 ?"

Sikour : Selaouit displegadennoù Morgane e penn kentañ an abadenn
Dibaboù : 
- Zinedine Zidane
- Lionel Messi
- Morgane Bramoullé

(Respontit d'ar c'hoari o lezel ur gemennadenn dindan ar pennad-mañ pe o kas ur postell deomp gant ho  anv, ho chomlec'h hag ho oad deompdei@gmail.com)

Da c'hounit en dro-mañ : peg-sunioù Deomp de'i + plasoù evit "La Récré des 3 Curés" e Milizag + plasoù evit park dudioù "Bel Air" e Landudeg + plasoù evit poull-neuial "Aquacap" en Eskivien





Chañs vat deoc'h !!!





13/11/2013

Deomp de'i - Merc'her 13 a viz Du



Setu un abadenn nevez kinniget deoc'h gant Katell ha Morgane (ha Marianne !) !!


Atersadenn : Devezh an dud jentil

Sonerezh : Birdy

Rekipe : Gwastellenn an diskar-amzer





Selaouit an abadenn en-dro amañ



C'HOARI !!!

"Petra a vez lidet d'an 13 a viz Du ?"

Sikour : Selaouit an atersadenn
Dibaboù : 
- Deiz ha bloaz Katell
- Devezh an dud jentil
- Devezh an dud drouk

(Respontit d'ar c'hoari o lezel ur gemennadenn dindan ar pennad-mañ pe o kas ur postell deomp gant ho  anv, ho chomlec'h hag ho oad deompdei@gmail.com)

Da c'hounit en dro-mañ : peg-sunioù Deomp de'i + plasoù evit "La Récré des 3 Curés" e Milizag + plasoù evit park dudioù "Bel Air" e Landudeg + plasoù evit poull-neuial "Aquacap" en Eskivien





Chañs vat deoc'h !!!




30/10/2013

Setu un abadenn gouestlet da Halloween !!!

Sed aze un abadenn skrijus a gonto deoc'h istor Halloween... Trouzioù iskiz a zo er studio hiziv...

Katell ha Marianne a zo bet trapet gant troioù-hud... N'int ket tre en o jeu !


Sonerezh : Thriller gant Michael Jackson


Kontadenn : "Tazmant an noz"




Selaouit an abadenn en-dro amañ



C'HOARI !!!

"Pe' anv a zo gant al letern kizellet a vro Iwerzhon ?"

Sikour : Selaouit penn-kentañ an abadenn
Dibaboù : 
- Albert 'O Lantern
- Peter 'O Lantern
- Jack 'O Lantern

(Respontit d'ar c'hoari o lezel ur gemennadenn dindan ar pennad-mañ pe o kas ur postell deomp gant ho anv, ho chomlec'h hag ho oad deompdei@gmail.com)

Da c'hounit en dro-mañ : 
- 2 blas evit "La Récré des 3 Curés" e Milizag
- 2 blas evit park dudioù "Bel Air" e Landudeg
- 2 blas evit poull-neuial "Aquacap" en Eskivien






Chañs vat deoc'h !!!

29/10/2013

Evit Halloween, profoù e-leizh gant Deomp de'i !!!

Selaouit an abadenn warc'hoazh ! Respontit mat war ar blog hag ho po profoù brav !

Evit an hini kentañ, 2 blas evit La récré des 3 curés e Milizag

Evit an eil, 2 blas evit Park Bel Air e Landudeg


Evit an trede, 2 mont e-barzh e poull neuial An Eskevien


Hag evit pep hini o respont mat  : ur pegsun Deomp de'i.


Ret e vo deoc'h menegiñ ho respont dindan pennad an abadenn a vo skignet warc'hoazh.

Deomp de'i da 1e ha da 7e warc'hoazh war gwagennoù Radio Kerne hag Arvorig FM.

24/10/2013

Pegsunioù nevez Deomp de'i

Pegsunioù brav

da begañ war ho kaieroù
ho seier
hag ho tremmoù zoken :)


Evit gounit anezho, selaouit mat abadenn an 30 a viz Here :
souezhadennoù e-leizh a zo o tont !!!