18/09/2013

Deomp de'i - Merc'her 18 a viz Gwengolo

Setu un abadenn nevez kinniget deoc'h gant Katell ha Morgane !


Atersadenn : ar 6vet klas gant skolajidi Diwan Jakez Riou Kemper

Sonerezh : I was made for loving you, gant ar strollad Kiss

Rekipe : kreien kourjetez

Keleier ar vugale : profañ 400 marc'h-houarn da vugale Bro India




Selaouit an abadenn en-dro amañ



C'HOARI !!!

"E peseurt kantved eo bet ijinet ar marc'h-houarn ?"

Sikour : Kinniget eo bet ar Vélocipède gant Karl Drais e Paris
Dibaboù : XIXvet kantved, XXvet kantved, XXIvet kantved

(Respontit d'ar c'hoari o lezel ur gemennadenn dindan ar pennad-mañ pe o kas ur postell deomp gant ho  anv, ho chomlec'h hag ho oad deompdei@gmail.com)

Da c'hounit en dro-mañ : peg-sunioù Deomp de'i + poltredoù sinet gant Morgane ha Katell !!


09/09/2013

Peseurt doare sonerezh ?

Ac'hanta selaouerien, mat ar jeu ganeoc'h ?

Ur sontadeg a gasomp da-benn war ar blog-mañ, deoc'h da laret deomp peseurt doare sonerezh a blijfe deoc'h klevet e-barzh Deomp De'i. Evit poent n'oc'h ket bet niverus o kas ho soñjoù deomp met dont a ra ar sonerezh Rock war-wel.
Evit ar sizhun kentañ, peseurt tonioù pe arzourien a blijfe deoc'h selaoù ?

Laoskit ur gemenadenn amañ-dindan gant anv ar ganaouenn pe an ton a blijfe deoc'h klevet ha skignet e vo e-barzh an abadenn da zont.

Ken 'voc'h lennet !

Katell ha Morgane

04/09/2013

Deomp de'i nevez !!!

Setu lañset abadenn nevez Deomp de'i,
un hanter-eurvezh asambles gant Katell ha Morgane.
Atersadenn : ur sell war ar gelaouenn Louarnig gant Kami
Sonerezh : Summertime, gant Janis Joplin
Rekipe : eog ha fourmaj gavr
Keleier ar vugale : sekredoù ar momied
Goulennaoueg : petra a blijfe deoc'h klevet e-barzh Deomp de'i ???
Deuit da eskemm ganeomp, lezit ur gemennadenn amañ !

Selaouit an abadenn en-dro amañ !