30/10/2013

Setu un abadenn gouestlet da Halloween !!!

Sed aze un abadenn skrijus a gonto deoc'h istor Halloween... Trouzioù iskiz a zo er studio hiziv...

Katell ha Marianne a zo bet trapet gant troioù-hud... N'int ket tre en o jeu !


Sonerezh : Thriller gant Michael Jackson


Kontadenn : "Tazmant an noz"




Selaouit an abadenn en-dro amañ



C'HOARI !!!

"Pe' anv a zo gant al letern kizellet a vro Iwerzhon ?"

Sikour : Selaouit penn-kentañ an abadenn
Dibaboù : 
- Albert 'O Lantern
- Peter 'O Lantern
- Jack 'O Lantern

(Respontit d'ar c'hoari o lezel ur gemennadenn dindan ar pennad-mañ pe o kas ur postell deomp gant ho anv, ho chomlec'h hag ho oad deompdei@gmail.com)

Da c'hounit en dro-mañ : 
- 2 blas evit "La Récré des 3 Curés" e Milizag
- 2 blas evit park dudioù "Bel Air" e Landudeg
- 2 blas evit poull-neuial "Aquacap" en Eskivien






Chañs vat deoc'h !!!

29/10/2013

Evit Halloween, profoù e-leizh gant Deomp de'i !!!

Selaouit an abadenn warc'hoazh ! Respontit mat war ar blog hag ho po profoù brav !

Evit an hini kentañ, 2 blas evit La récré des 3 curés e Milizag

Evit an eil, 2 blas evit Park Bel Air e Landudeg


Evit an trede, 2 mont e-barzh e poull neuial An Eskevien


Hag evit pep hini o respont mat  : ur pegsun Deomp de'i.


Ret e vo deoc'h menegiñ ho respont dindan pennad an abadenn a vo skignet warc'hoazh.

Deomp de'i da 1e ha da 7e warc'hoazh war gwagennoù Radio Kerne hag Arvorig FM.

24/10/2013

Pegsunioù nevez Deomp de'i

Pegsunioù brav

da begañ war ho kaieroù
ho seier
hag ho tremmoù zoken :)


Evit gounit anezho, selaouit mat abadenn an 30 a viz Here :
souezhadennoù e-leizh a zo o tont !!!

16/10/2013

Deomp de'i - Merc'her 16 a viz Here


Setu un abadenn nevez kinniget deoc'h gant Katell ha Morgane (ha Marianne !) !!


Atersadenn : Skolidi Ploeur

Sonerezh : Royals gant Lorde

Rekipe : riz 'giz Kanton

Keleier ar vugale : Ar valumed ha kampion ar bed apnée




Selaouit an abadenn en-dro amañ



C'HOARI !!!

"Gant peseurt loen 'vez graet 'seurt trouz ?"

Sikour : Selaouit kronikenn Marianne
Dibaboù : 
- An dolifin
- Ar valum
- Ar rinkin

(Respontit d'ar c'hoari o lezel ur gemennadenn dindan ar pennad-mañ pe o kas ur postell deomp gant ho  anv, ho chomlec'h hag ho oad deompdei@gmail.com)

Da c'hounit en dro-mañ : peg-sunioù Deomp de'i + poltredoù sinet gant Morgane ha Katell + bannoù-treset : "Titeuf" ha "Spirou" !!!





02/10/2013

Deomp de'i - Merc'her 2 a viz Here


Setu un abadenn nevez kinniget deoc'h gant Katell ha Morgane !


Atersadenn : Niverenn nevez Louarnig gant Kami

Sonerezh : Carmen gant Stromae

Rekipe : madigoù

Keleier ar vugale : An douar 'zo re gozh evit ober goap anezhañ




Selaouit an abadenn en-dro amañ



C'HOARI !!!

"Pet tort a zo gant ar c'hañval ?"

Sikour : Selaouit kanaouenn "Le Chameau" gant Jean-Luc Roudaut
Dibaboù : 1 pe 2

(Respontit d'ar c'hoari o lezel ur gemennadenn dindan ar pennad-mañ pe o kas ur postell deomp gant ho  anv, ho chomlec'h hag ho oad deompdei@gmail.com)

Da c'hounit en dro-mañ : peg-sunioù Deomp de'i + poltredoù sinet gant Morgane ha Katell + 3 levr : "Troioù-kaer Bolomelen" !!!