Setu un abadenn nevez kinniget deoc'h gant Katell ha Morgane (ha Marianne !) !!
Atersadenn : Devezh an dud jentil
Sonerezh : Birdy
Rekipe : Gwastellenn an diskar-amzer
Selaouit an abadenn en-dro amañ
C'HOARI !!!
"Petra a vez lidet d'an 13 a viz Du ?"
Sikour : Selaouit an atersadenn
Dibaboù :
- Deiz ha bloaz Katell
- Devezh an dud jentil
- Devezh an dud drouk
(Respontit d'ar c'hoari o lezel ur gemennadenn dindan ar pennad-mañ pe o kas ur postell deomp gant ho anv, ho chomlec'h hag ho oad deompdei@gmail.com)
Da c'hounit en dro-mañ : peg-sunioù Deomp de'i + plasoù evit "La Récré des 3 Curés" e Milizag + plasoù evit park dudioù "Bel Air" e Landudeg + plasoù evit poull-neuial "Aquacap" en Eskivien
Gourc'hemennoù da g/Chloé deus Landrevarzeg a 'neus gounezet 2 blas evit mont d'an 3 curés e Milizag ! Chom a ra plasoù evit Bel Air hag ar poull neuial tudoù !
RépondreSupprimer