11/12/2013

Lizhiri d'an tad Nedeleg

Kasit deomp ho lizhiri d'an tad Nedeleg !!




Lenn a rimp anezho en abadenn Deomp De'i gouestlet da Nedeleg d'ar Merc'her 25 a viz Kerzu. E-giz-se e c'hello an tad Nedeleg klevet ar pezh a fell deoc'h kaout !



Pep hini ac'hanoc'h o kas deomp e lizher a resevo ur prof a-berzh Deomp De'i.


Kas e lizher a-raok an 20 a viz Kerzu (amzer d'an tad Nedeleg prientiñ ar profoù) da deompdei@gmail.com hag ouzhpennañ e anv, e oad hag e chomlec'h.




Setu amañ lizher Katell d'an tad Nedeleg...



Tadig-kozh Nedeleg,

Da gentañ tout, Nedeleg Laouen dit.

Fur on bet ar bloaz-mañ ha kresket on kalz. Gwir eo on bet un tammig drouk gant Morgane met prometiñ 'ran dit bezañ jentil.

Mar-plij, kas din ur bern profoù ! C'hoant 'm efe kaout, un oto nevez, ur c'hazhig, un nanarzh bras divent, ur pellgomzet hezoug deus ar c'hiz... Ma 'z eo berr ar weneienn ganit ar bloaz-mañ e c'hellez just profañ din yerc'hed ha karantez evit holl ma familh ha ma mignoned.

Trugarez dit Tadig-kozh Nedeleg, ha diwall gant da stlej, lar d'ar c'hirvi-erc'h mont dousig evit chom hep bezañ flashet gant ar radarioù.

Kavout a ri ul loer e-kichen ar wezenn-sapr.


Pokoù start,

Katell


Ps : M'eus aon eo bet stanket ar siminal setu ma 'zeuez ket a-benn da ziskenn dre aze, deus dre an nor pe ar prenestr.



1 commentaire:

  1. Trugarez da Riwana ha Meriadeg eus Bizhui-Lannvaoz evit o lizher d'an tad Nedeleg. Lennet 'vo en abadenn o tont ha sur e vo klevet o hetoù gant ar boulom kozh. Evel-just e vo profet un draig dezho a-berzh Deomp De'i.
    Katell ha Morgane

    RépondreSupprimer