03/11/2014

Peñse an titanik...

... hag al livañ !
Gant Glenn ha Lou !

Adkavet e vo 'barzh an abadenn:

Bugale skol Diwan Paris (eh ya!) hag a gonto deomp un tamm eus istor peñse an titanik.

Sonerezh: Les VRP gant ur ganaouenn fentus... a gomz eus ur vag... selaouit aketus ouzh ar fin





An abadenn Loeing Loen: Grafitioù loened a gaver e ker Roazhon, dizoloomp peseurt re gant Rozenn.

Ur gontadenn a vo klevet ivez: Istor Gireg, al livour bihan...


Hag ar rekipe: Desket e vo penaos fardañ genaouadoù (bouchée) kourjetez ha feta ivez ! 


Evit hen ober selaouit ouzh ar rekipe amañ


Selaouit an abadenn a-bezh en dro amañ !

27/10/2014

Vakañsoù an hollsent...

... hag ur rekipe kake kistin ha dienn maroñs !
gant Glenn ha Morgane

Adkavet e vo barzh an abadenn:

An atersadenn: Nell Piriou a zo bet aterset gant Glenn evit lar deomp petra raio e pad ar vakañsoù.

Sonerezh: Daou don a vo klevet, Just a place in the sun gant Roudoudou:



Hag an eil: Here we go gant Alex and Sierra


Keleier ar vugale: Morgane a lako ac'hanoc'h da selaou un nebeud remixoù bet graet gant kanaouenn ar c'hoari video Supermario. Mod all e vo kaoz ivez eus ur voutailhad dour skornet kavet gant ur gemenadenn e-barzh.

Ar rekipe: Kake kistin gant dienn maroñs, ur c'hake a glot gant mare an diskar amzer, kit da zastumm un nebeud kistin ha selaouit ar rekipe amañ !

Selaouti an abadenn a-bezh en dro amañ !

16/10/2014

Ar boued...

...hag ur rekipe kake sitroñs ha rezin sec'h ! 
Gant Glenn ha Morgane 

Adkavet 'vo 'barzh an abadenn:

An atersadenn: Aet eo Glenn daved skolidi skol Diwan Kerfeunteun e Kemper evit goulenn diganto o soñj diwar benn ar boued.

Sonerezh: Daou don a vo klevet an hini kentañ:

Les Bouskidous gant "Je m'a trompé", klikit amañ evit al liamm

 amañ



Hag an eil: Les ours du Scorf gant " Le garou végétarien"


Keleier ar vugale: Morgane a roio deoc'h titouroù dedennus diwar benn ar boued dre vras er bed ( ar chokolad gwenn, miz ar pizza, hag all...)

Ar rekipe: Deskit penaos ober ur kake sitroñs ha rezin sec'h, ur rekipe simpl hag efedus evit leuiañ ho kof ! Klikit amañ evit deskiñ penaos en ober.

Selaouit an abadenn a-bezh en dro amañ.

08/10/2014

An dazont...

... hag ur sandwich robod !
Gant Morgane ha Glenn

Adkavet e vo 'barzh an abadenn:

An atersadenn: Aet eo Glenn daved skolajidi divyezhek skolaj Brizeux e Kemper evit goulenn diganto o soñjoù diwar-benn an dazont.

Sonerezh: Domo arigato Mr.Roboto gant ar strollad Styx


Hag an eil: Arcades gant C2C.


Keleier ar vugale: Morgane a gaozeo deoc'h diwar-benn arloadoù (applications) nevez a c'hell sikour ar gerent da verañ o bugale, pelec'h emaont, piv o deus galvet ha memes lazhañ an hezoug ma ne vez ket respontet gnat ar vugale...

Ar rekipe: Ur robod sandwich deuet eus an dazont evit bezañ debret ! Selaouit ouzh an abadenn evit gouzout penaos ober !


Selaouit an abadenn a-bezh amañ !

01/10/2014

Breudeur ha c'hoarezed...

... ha verinoù kiwi fourmaj gwenn gant bruzunoù spekulos !
Graet gant Katell ha Glenn


Hiziv e vo klevet skolidi skol divyezhek pouldavid o vezañ aterset gant Glenn evit gouzout penaos e ya en dro er ger gant ar vreudeur hag ar c'hoarezed...

A hend all e vo klevet tri ton : Jungledance tennet eus levr ar janglenn



An eil: Liliwood gant Prayer in C 



An trede a vo ret deoc'h selaoù an abadenn dre ma ne 'z eo ket embannet war youtube, ur ganaouenn tennet eus albom nevez Jakez ar Borgne, ar ganaouenn a zo anvet un ton torr-penn.

Mod all e vo desket ur rekipe nevez ivez : Verinoù kiwi ha fourmaj gwenn gant bruzunoù spekulos !

Selaouit an abadenn a-bez en dro amañ !

24/09/2014

Ar Rainbowloom gant bugale Diwan Banaleg,...

...stourmiñ a-enep d'ar vombezennoù chomet didarzhet hag ar wenanenn en abadenn Loeing Loen ! Gant Lou ha Glenn !

Adkavet e vo en abadenn: 
An atersadenn: Glenn a zo aet da c'houlenn digant bugale skol Diwan Banaleg petra e oa ar Rainbowloom...

Sonerezh: Un ton hag a lako ac'hanoc'h da zañsal : Kids eus ar strollad MGMT


Un eil : A wechoù e vezont ar gerent re war hor chouk... Jacques Dutronc gant "Fais pas ci fais pas ça"

Keleier ar vugale: Lou a gomzo deoc'h diwar-benn ar BASM ( Bombes à Sous-Munitions ). Bombezennoù taolet e-pad ar brezel o pal tarzhañ pa vezont kerzhet hag a gendalc'h da gloazañ miliadoù a dud goude ar brezel. Stourmet e vez er bed a bez a enep ha Lou a zisplego deoc'h penaos ha perak.

Loenig Loen: Abadenn Rozenn Tallek hag a vo kaoz eus ar wenanenn !

Selaouit eus an abadenn a-bezh amañ !

18/09/2014

Distro skol e Pleur ...

... mui un nebeud fedoù war an egor hag an douar hag ur rekipe evit fardañ kookiz smartiz !

Adkavet 'vo e-barzh an abadenn : 

Atersadenn: Glenn a zo aet daved ar re CM1/CM2 eus skol divyezhek Pleur evit gwelet ganto penaos e ya an distro skol.

Sonerezh: Cool kids gant Echosmith : a-wechoù e c'heller en em santout disheñvel eus ar re al, dreist holl ar vugale "kool", met kool hervezh piv? Bez kool hervezh da soñj dit te !








Keleier ar vugale: Un nebeud fedoù war an egor hag an Douar evel da skouer...
- Ne 'z eus avel ebet war al loar, ma rit un dresadenn war an draezenn e chomo e-pad milvedoù a bloavezhioù.
- Gellet a reer lammat 6 gwech uheloc'h war al loar.
- Un den hag a bouez 90kg war an Douar en do ur bouez 34kg war planedenn Mars a-blamm d'ar gravitelezh.
- Takenn ruz Jupiter a c'heller gwellet a zo ur gorventenn bras spontus hag a bad abaoe 300 vloaz zo.
- Ma c'hoarvez ur grenn douar e-kreiz ar mor e c'hell sevel gwagennoù divent hag a c'hell dour beuziñ kerioù a-bez. Anvet e vez ar gwagennoù se "Tsunami"

Selaouit an abadenn evit gouzout muioc'h diwar-benn an egor!


Selaouit an abadenn a-bezh en dro amañ


C'hoariit ganeomp: respontit d'ar goulenn evit gounez levrioù !!
Ar goulenn:

Ma vefer war blanedenn Mars, daoust hag e vefer pouneroc'h pe skañvoc'h ?


Respontit dindan ar pennad-mañ ha kasit deomp ho anv ha chomlec'h da deompdei(at)gmail.com


10/09/2014

Distro-skol er skolaj


... hag ivez Beatbox ha reier kraoñ-kokoz gant Morgane ha Glenn !

Arabat deoc'h kaout aon bugale, jentil eo !
Sed aze Glenn, paotr nevez ar radio a vo gwelet e skolioù ar vro.

Adkavet 'vo e-barzh an abadenn :

Atersadenn : 6veidi skolaj Diwan Kemper o tizoloiñ buhez ur skolaj.                       

Sonerezh :  Le temps de la rentrée gant France Gall



Keleier ar vugale : Penaos beat-boxañ ? Sellit ouzh ar video-mañ !


Selaouit an abadenn en-dro amañ



C'hoariit ganeomp evit gounit plasoù evit gounit ul levr diwar-benn ar Brammoù.


Respontit d'ar goulenn-mañ :

En dro-lavar-mañ :
Al louf a ra c'hwezh hag ar bramm a ra mezh.
Petra a sinifi mezh ?

Respontit dindan ar pennad-mañ ha kasit deomp ho anv ha chomlec'h da deompdei(at)gmail.com

Chañs vat deoc'h !

03/09/2014

Distro-skol Deomp De'i : ur sell war an hañv !

Ata selaouerien yaouank,

Brav eo bet an hañvezh ?

Setu distro ho abadenn muiañ-karet !!

Hiziv 'vo kaoz eus an hañv hag ar stajoù liesseurt a oa kinniget. Mont a rimp d'ober un dro betek Roazhon 'lec'h 'oa aozet ar c'hamp "I love Roazhon" e penn-kentañ miz Gouere. En ti-feurm e Ploneour Lanwern ez imp ivez hag echuet 'vo hon zroiad gant ur c'hamp surf e Kloar Karnoed.
Hiroc'h 'vo da glevet war ar vicher kazetenniñ ha war an doare d'ober surf.


Deoc'h da c'hoari :
Roit deomp anv tri loen hag a vev en tiez-feurm



Kasit ho respontoù deomp dre ar blog. Levrioù kaer 'zo da c'hounid, evit ar re vras koulz hag ar re vihan !


Pokoù start d'an holl ha kalon vat 'vit an distro-skol !

Katell ha Morgane

Selaouit an abadenn en-dro amañ !

18/06/2014

Filmoù ha Billie Jean gant boutailhoù !!!!


... hag ivez Kroc'hen Azen, Mario ha sushi frouezh gant Morgane ha Bleuenn !



Adkavet 'vo e-barzh an abadenn :

Atersadenn : Skolidi skol Diwan Plogastel Sant Jermen diwar-benn o film karetañ.                       

Kontadenn : Kroc'hen Azen




Sonerezh :  Billie Jean gant ar strollad Bottle Boys



http://ya-ouank.com/2014/06/mickael-jackson-sonet-gant-boutailhou


Keleier ar vugale : Mario

Rekipe : Sushi frouezh





Selaouit an abadenn en-dro amañ



C'hoariit ganeomp evit gounit plasoù evit ar sirk Pinder d'an 30 a viz Gouere er Gelveneg da 8e noz ! 3 flas a zo da c'hounez

Respontit d'ar goulenn-mañ :

Gant piv eo bet kanet ha savet ar ganaouenn Billie Jean ?
1. Michael Johnson
2. Michael Richardson
3. Michael Jackson

Respontit dindan ar pennad-mañ ha kasit deomp ho anv ha chomlec'h da deompdei(at)gmail.com

Chañs vat deoc'h !

11/06/2014

Ar moc'h, ar vorganezig hag ar beatbox

Dizoloit ar moc'h hag ar beatbox
 gant Morgane ha Bleuenn !


Adkavet 'vo e-barzh an abadenn :

Loenig loen : Un abadenn kinniget gant Keridwenn Ar Mero diwar-benn ar moc'h
Sonerezh :  Somebody to you gant The Vamps



Keleier ar vugale : Ar beatbox








Selaouit an abadenn en-dro amañ



C'hoariit ganeomp evit gounit plasoù evit ar sirk Pinder d'an 30 a viz Gouere er Gelveneg da 8e noz ! 3 flas a zo da c'hounez

Respontit d'ar goulenn-mañ :

Petra eo  ar beatbox ?
1. Oto nevez Google
2. un doare sonerezh modern
3. ur pred brudet e Amerika

Respontit dindan ar pennad-mañ ha kasit deomp ho anv ha chomlec'h da deompdei(at)gmail.com

Chañs vat deoc'h !