24/09/2014

Ar Rainbowloom gant bugale Diwan Banaleg,...

...stourmiñ a-enep d'ar vombezennoù chomet didarzhet hag ar wenanenn en abadenn Loeing Loen ! Gant Lou ha Glenn !

Adkavet e vo en abadenn: 
An atersadenn: Glenn a zo aet da c'houlenn digant bugale skol Diwan Banaleg petra e oa ar Rainbowloom...

Sonerezh: Un ton hag a lako ac'hanoc'h da zañsal : Kids eus ar strollad MGMT


Un eil : A wechoù e vezont ar gerent re war hor chouk... Jacques Dutronc gant "Fais pas ci fais pas ça"

Keleier ar vugale: Lou a gomzo deoc'h diwar-benn ar BASM ( Bombes à Sous-Munitions ). Bombezennoù taolet e-pad ar brezel o pal tarzhañ pa vezont kerzhet hag a gendalc'h da gloazañ miliadoù a dud goude ar brezel. Stourmet e vez er bed a bez a enep ha Lou a zisplego deoc'h penaos ha perak.

Loenig Loen: Abadenn Rozenn Tallek hag a vo kaoz eus ar wenanenn !

Selaouit eus an abadenn a-bezh amañ !

18/09/2014

Distro skol e Pleur ...

... mui un nebeud fedoù war an egor hag an douar hag ur rekipe evit fardañ kookiz smartiz !

Adkavet 'vo e-barzh an abadenn : 

Atersadenn: Glenn a zo aet daved ar re CM1/CM2 eus skol divyezhek Pleur evit gwelet ganto penaos e ya an distro skol.

Sonerezh: Cool kids gant Echosmith : a-wechoù e c'heller en em santout disheñvel eus ar re al, dreist holl ar vugale "kool", met kool hervezh piv? Bez kool hervezh da soñj dit te !








Keleier ar vugale: Un nebeud fedoù war an egor hag an Douar evel da skouer...
- Ne 'z eus avel ebet war al loar, ma rit un dresadenn war an draezenn e chomo e-pad milvedoù a bloavezhioù.
- Gellet a reer lammat 6 gwech uheloc'h war al loar.
- Un den hag a bouez 90kg war an Douar en do ur bouez 34kg war planedenn Mars a-blamm d'ar gravitelezh.
- Takenn ruz Jupiter a c'heller gwellet a zo ur gorventenn bras spontus hag a bad abaoe 300 vloaz zo.
- Ma c'hoarvez ur grenn douar e-kreiz ar mor e c'hell sevel gwagennoù divent hag a c'hell dour beuziñ kerioù a-bez. Anvet e vez ar gwagennoù se "Tsunami"

Selaouit an abadenn evit gouzout muioc'h diwar-benn an egor!


Selaouit an abadenn a-bezh en dro amañ


C'hoariit ganeomp: respontit d'ar goulenn evit gounez levrioù !!
Ar goulenn:

Ma vefer war blanedenn Mars, daoust hag e vefer pouneroc'h pe skañvoc'h ?


Respontit dindan ar pennad-mañ ha kasit deomp ho anv ha chomlec'h da deompdei(at)gmail.com


10/09/2014

Distro-skol er skolaj


... hag ivez Beatbox ha reier kraoñ-kokoz gant Morgane ha Glenn !

Arabat deoc'h kaout aon bugale, jentil eo !
Sed aze Glenn, paotr nevez ar radio a vo gwelet e skolioù ar vro.

Adkavet 'vo e-barzh an abadenn :

Atersadenn : 6veidi skolaj Diwan Kemper o tizoloiñ buhez ur skolaj.                       

Sonerezh :  Le temps de la rentrée gant France Gall



Keleier ar vugale : Penaos beat-boxañ ? Sellit ouzh ar video-mañ !


Selaouit an abadenn en-dro amañ



C'hoariit ganeomp evit gounit plasoù evit gounit ul levr diwar-benn ar Brammoù.


Respontit d'ar goulenn-mañ :

En dro-lavar-mañ :
Al louf a ra c'hwezh hag ar bramm a ra mezh.
Petra a sinifi mezh ?

Respontit dindan ar pennad-mañ ha kasit deomp ho anv ha chomlec'h da deompdei(at)gmail.com

Chañs vat deoc'h !

03/09/2014

Distro-skol Deomp De'i : ur sell war an hañv !

Ata selaouerien yaouank,

Brav eo bet an hañvezh ?

Setu distro ho abadenn muiañ-karet !!

Hiziv 'vo kaoz eus an hañv hag ar stajoù liesseurt a oa kinniget. Mont a rimp d'ober un dro betek Roazhon 'lec'h 'oa aozet ar c'hamp "I love Roazhon" e penn-kentañ miz Gouere. En ti-feurm e Ploneour Lanwern ez imp ivez hag echuet 'vo hon zroiad gant ur c'hamp surf e Kloar Karnoed.
Hiroc'h 'vo da glevet war ar vicher kazetenniñ ha war an doare d'ober surf.


Deoc'h da c'hoari :
Roit deomp anv tri loen hag a vev en tiez-feurm



Kasit ho respontoù deomp dre ar blog. Levrioù kaer 'zo da c'hounid, evit ar re vras koulz hag ar re vihan !


Pokoù start d'an holl ha kalon vat 'vit an distro-skol !

Katell ha Morgane

Selaouit an abadenn en-dro amañ !