27/10/2014

Vakañsoù an hollsent...

... hag ur rekipe kake kistin ha dienn maroñs !
gant Glenn ha Morgane

Adkavet e vo barzh an abadenn:

An atersadenn: Nell Piriou a zo bet aterset gant Glenn evit lar deomp petra raio e pad ar vakañsoù.

Sonerezh: Daou don a vo klevet, Just a place in the sun gant Roudoudou:



Hag an eil: Here we go gant Alex and Sierra


Keleier ar vugale: Morgane a lako ac'hanoc'h da selaou un nebeud remixoù bet graet gant kanaouenn ar c'hoari video Supermario. Mod all e vo kaoz ivez eus ur voutailhad dour skornet kavet gant ur gemenadenn e-barzh.

Ar rekipe: Kake kistin gant dienn maroñs, ur c'hake a glot gant mare an diskar amzer, kit da zastumm un nebeud kistin ha selaouit ar rekipe amañ !

Selaouti an abadenn a-bezh en dro amañ !

16/10/2014

Ar boued...

...hag ur rekipe kake sitroñs ha rezin sec'h ! 
Gant Glenn ha Morgane 

Adkavet 'vo 'barzh an abadenn:

An atersadenn: Aet eo Glenn daved skolidi skol Diwan Kerfeunteun e Kemper evit goulenn diganto o soñj diwar benn ar boued.

Sonerezh: Daou don a vo klevet an hini kentañ:

Les Bouskidous gant "Je m'a trompé", klikit amañ evit al liamm

 amañ



Hag an eil: Les ours du Scorf gant " Le garou végétarien"


Keleier ar vugale: Morgane a roio deoc'h titouroù dedennus diwar benn ar boued dre vras er bed ( ar chokolad gwenn, miz ar pizza, hag all...)

Ar rekipe: Deskit penaos ober ur kake sitroñs ha rezin sec'h, ur rekipe simpl hag efedus evit leuiañ ho kof ! Klikit amañ evit deskiñ penaos en ober.

Selaouit an abadenn a-bezh en dro amañ.

08/10/2014

An dazont...

... hag ur sandwich robod !
Gant Morgane ha Glenn

Adkavet e vo 'barzh an abadenn:

An atersadenn: Aet eo Glenn daved skolajidi divyezhek skolaj Brizeux e Kemper evit goulenn diganto o soñjoù diwar-benn an dazont.

Sonerezh: Domo arigato Mr.Roboto gant ar strollad Styx


Hag an eil: Arcades gant C2C.


Keleier ar vugale: Morgane a gaozeo deoc'h diwar-benn arloadoù (applications) nevez a c'hell sikour ar gerent da verañ o bugale, pelec'h emaont, piv o deus galvet ha memes lazhañ an hezoug ma ne vez ket respontet gnat ar vugale...

Ar rekipe: Ur robod sandwich deuet eus an dazont evit bezañ debret ! Selaouit ouzh an abadenn evit gouzout penaos ober !


Selaouit an abadenn a-bezh amañ !

01/10/2014

Breudeur ha c'hoarezed...

... ha verinoù kiwi fourmaj gwenn gant bruzunoù spekulos !
Graet gant Katell ha Glenn


Hiziv e vo klevet skolidi skol divyezhek pouldavid o vezañ aterset gant Glenn evit gouzout penaos e ya en dro er ger gant ar vreudeur hag ar c'hoarezed...

A hend all e vo klevet tri ton : Jungledance tennet eus levr ar janglenn



An eil: Liliwood gant Prayer in C 



An trede a vo ret deoc'h selaoù an abadenn dre ma ne 'z eo ket embannet war youtube, ur ganaouenn tennet eus albom nevez Jakez ar Borgne, ar ganaouenn a zo anvet un ton torr-penn.

Mod all e vo desket ur rekipe nevez ivez : Verinoù kiwi ha fourmaj gwenn gant bruzunoù spekulos !

Selaouit an abadenn a-bez en dro amañ !